Kangourou Kids zo ur rouedad ajansoù servijoù e-ti an dud hag eo o micher ober e-ti an dud war-dro bugaligoù nevez c’hanet.

90 ajañs gant e rouedad e talc’h Kangourou Kids  da vont  gant e ziorren, betek dont da vezañ unan eus aktourien vrasañ bro C’hall war an dachenn-se. E Roazhon emañ sez Kangourou Kids. Pouezus eo evit an embregerezh kinnig maeserien-bugale hag a gomz brezhoneg d’an dud a fell dezho  desevel o bugale en divyezhegezh. Dibres eo ar servij-man hep kreskadoù priz en hon ajansoù eus Brest, Kemper, Gwened, An Orient, Sant Brieg ha Roazhon. Kinnig a reomp ar servij-mañ war tachennoù  lec’h ma’ z omp sur da ginnig ur c’halite eus ar c’hentañ gant tud barrek ha divyezhek brezhoneg-galleg.


" Kemer a reomp e karg ho pugale adalek 3 bloaz kalavern ho ezhommoù."


Evit ambroug ha kerc’hat ar vugale warlerc’h an devezh-skol e kinnigomp deoc’h studierezed hag o deus ur skiant-prenet gwiriet ha reoliet war an diwall bugale. Pe vefe evit ambroug eus ar mintin, e dibenn an devezh skol, pe evit mont d’ur gentel sport pe sevenadur, fin an devezh en ur vagouri  pe c’hoazh evit mont da gerc’hat ho pugale e-ti ur vagerez, e ouzimp ober diouzh ho pugale  hag ar gwellañ evit o brasañ mad.

Ho tiwallerez bugale gant Kangourou Kids a vo bepred aketus war surentezh ho pugale : pep hini eus hon implijidi a zo kizidikaet ouzh ezhommoù naturel ar vugale evel ar yec'hedoni (kibellañ, strinkadenn,en em wiskañ, gwiskañ dilhad noz, ar cheñch babigoù…), pe c’hoazh reiñ boued dezho, da lein, da verenn vihan… kempen ar gegin…) en ur zoujañ d’ho reolennoù personel.

Hoc’h ajañs Kangourou Kids a chomo atav an implijer.Ober a ray war-dro an aferioù melestradur hag an difradoù liammet gant ar c’hevradoù labour (follennoù-gopr, disklêriadur sokial, ehanoù gopret, kleñvedoù, traoù da baeañ, stummadurioù, ha kement zo)

Penaos e ya en dro ?

Diouzhtu war-lerc’h hoc’h emeselañ e kinnigo Kangourou Kids deoc’h un diwaller-ez hag a gloto gant ar perzhioù emaoc’h o c’hortoz. Ma n’eo ket ar vagerez-se diouzh ho krad e vo kinniget unan all deoc’h. C’hwi hoc’h unan nemetken a zibabo, er gêr ha gant ho pugale, ar vagerez a ray war o zro. War-lerc’h, ur wech kroget gant al labour, dibabet an implij amzer ha reoliet an eurvezhioù, e kadarnit bep sizhun an eurvezhioù graet, gant un doare rentañ-kont an oberiantis aes ha sklaer (CRA/RKO), hag a vo ret deoc’h kas d’an implijiad-ez e fin ar miz. An dra-se a sikouro ac’hanomp da jediñ an eurvezhioù graet gant ar vagerez ha evel-se he gopriñ. Ma vez ezhomm eus ur c’harr-tan evit kas ho pugale e vo kemeret e karg an assurañs gant “Auto-Mission” Kangourou Kids. Ganto e vez assuret ar c’harr-tan hag an dud e-barzh. Kemer a ra an assurans-mañ plas hini hor goprad, ar pezh a laka ar gwarantoù  kinniget gant e assurañs dezhañ da greskiñ. Er mod-se n’eo ket ret dezhañ kaout un eil prim personnel da baeañ. Tennañ a reoc’h gounit eus an holl servijoù Kangourou Kids  e-pad ho mare emezellañ a-bezh betek ar baby-sitting a-wechadoù ha ne vefent ket rakwelet e framm ar gevrad. Gallout a reoc’h peañ ho tevezhioù hervez hoc’h implij eus ar servijoù, pe hervez hoc’h ezhommoù en ur ingalañ ar miziadoù.

Penaos paeañ an obererezhioù ?

  • Diskar a briz ha kred dleoù

A-drugarez d’ar servijoù kinniget gant Kangourou Kids e c’heller gounit distolioù  ha kredoù tailhoù rak grataet eo gant ar stad.

  • Peseurt skoazelloù gant ar c’h « KGT » (kef goproù-tiegezh) e c’heller kaout evit arc’hantaouiñ ar prantadoù diwall bugale ?

Evit ho sikour da arc’hantaouiñ an diwall bugale ez eus bet krouet ur skoazell aotreet gant ar c’h « KGT » e -barzh stern ar PAJE. Sell a ra eus an holl familhioù gant bugale etre 0 ha 6 bloaz.

Kas a raio ho ajañs Kangourou Kids titouroù deoc’h ha sikour a raio deoc’h evit sevel an teuliadoù. Pep miz e raio Kangourou Kids an disklêriadur d’ar c’h”KGT”.

Evit gouzout hiroc’h pellgomzit d’an ajañs tost eus ho ti.

En em emgajiñ a reomp evit gwir war barregezhioù brezhoneg hor ”baby-sitters”, padal  e c’houlennomp diganeoc’h mont e galleg gant hor implijidi velesradurel pe genwerzhel.

Ar stumm e galleg da welet amañ